Atant
Un atant (pe menaj, pe tiegezh) zo ul lec'h war ar maez ma vez labouret douar ha savet loened er parkeier.
Gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kalz gerioù disheñvel zo e brezhoneg da envel un atant:
- atant zo ur ger eus yezh leon,
- menaj, e Treger, ha komz a reer eus menajerien
- kêr, miridi, e Kerne-Uhel
- tiegezh (diwar ar ger tieg) ,
- koumanant, mereuri, feurm
Labour an atant e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ar broioù e kemm ar pezh a vez gounezet en douar: ne vez ket gounezet orañjez, gwini na kafe e pep atant .
E Breizh gwechall e veze labouret an douar gant kezeg, gounezet ed en douaroù mat, segal pe ed-du en douaroù paour, legumaj war an aod, patatez e pevar c'horn ar vro, ha savet saout ha moc'h e pep atant. Ret e oa d'an atant magañ tud an atant da gentañ, ha gwerzhet e veze pezh a c'halled
Abaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus kemm bras. En atantoù zo e saver saout evit gwerzhañ o laezh dreist-holl, e re all evit gwerzhañ o c'hig. Pa vez moc'h e vez gounezet maiz evit o magañ, pa ne oa ket er vro a-raok an Eil Brezel-bed.
Rannoù an atant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Evit al loened:
- Evit ar binvioù
