Wikipedia:Kumuniezh/An davarn
Aliañ a reomp start ar genlabourerien nevez da lenn ar mod implij.
Mod implij
|
Tavarnioù all :
Tavarnioù all e brezhoneg : Wikeriadur, Kannadig ar verourien, Wikimammenn. Tavarnioù e yezhoù all : galleg, saozneg, kembraeg, galiseg, katalaneg, euskareg, spagnoleg, alamaneg, kerneveureg |
Liammoù dedennus
Kuzuilhoù evit an deraouidi : Kammedoù kentañ, Pennad heñchañ eeun, Pajenn skoazell, Foar ar Goulennoù, Fallvarchoù boas, Sevel ur bajenn nevez. Pajennoù pouezus all : Porched ar gumuniezh, Sevel ur goulenn ouzh ar verourien, Roll ar patromoù, Geriaoueg ar Wiki brezhonek. |
Evit respont d'ur gemenadenn, klikit war al liamm "kemmañ" e tu-dehou titl pep rann. Krogit ho respont gant ":". Sinit ho respont dre ouzhpennañ ~~~~ e fin ho kemennadenn. Evit ouzhpennañ ur gemenadenn nevez, war un tem nevez, klikit war "Ouzhpennañ ur gemenadenn", a-us. Arabat disoñjal lakaat un titl resis d'ho kemennadenn.
Evel e pep lec'h war wikipedia, arabat kunujenniñ na tagañ an dud. Bezit fiziañs en dud all. Na vagit ket ar roñfled. Ma sav ur gudenn etrezoc'h hag ur c'henlabourer all goulennit ali ur merour.
(10:17:17 CET)
Taolenn
Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 45, bloaz 2017)
06/11/2017 — 12/11/2017
- Skrivañ un dra bennak er pempvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Trawalc'h !
Daoust ma'z eus meur a hini o klask gwellaat ar pennad Lethe ha lakaat ar pennad da zoujañ da reolennoù Wikipedia, e kendalc'h Bianchi Bihan gant e vrezel embann. N'eo ket hepken evit lakaat e zibaboù personel da skrivañ an anvioù divoutin gresianek (en enep da Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern divizet gant ar gumuniezh), met lakaat a ra en-dro e zoare dezhañ-eñ eus ar bajenn, o nac'h ar gwellaennoù degaset gant ar genlabourerien all (reizhañ fazioù yezh, reizhañ vioù-koukoug, kempenn ur frazenn foutouilhek, lakaat al liammoù diabarzh mat, kempennoù all a bep seurt...). Penn-da-benn a-enep doareoù Wikipedia eo an emzalc'h.--Maenruilh (kaozeal) 8 Du 2017 da 00:43 (UTC)
- Kozh kaozioù. Ar pennad Lete zo bet krouet ganin hag astennet ganin, hag ar re a c'hoari plantañ "h" pe "y" e-lec'h n'eus ket ezhomm n'eo ket gwellaat ar pennad a reont.
- Da reolenn n'eo ket bet votet na ganit na ganin, ha n'eo ket reolenn ebet e bed ar brezhoneg. C'hoari da boliser a fell dit ober marteze. Tud zo a vez prest da gemer ar vruzunennig galloud a gavont da zastum ha da c'hoari ganti gant goude.
- Ma fell dit pinvidikaat ar wikipedia E GWIRIONEZ e c'hallez en prouiñ, o sevel pennadoù e-lec'h klask c'hoari gant ar vazh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 10:43 (UTC)
E forzh pe Wikipedia e vefe bet lakaet harz d'ar brezel kemmañ a zo bet boulc'het gant Banchi-Bihan en desped da reolennoù ar raktres. Ouzhpenn, enep reolennoù Wikipedia eo e arguzennoù ivez.
Kozh kaozioù, met gwir bepred eo kement tra skrivet amañ gant Maenruilh.
Ar pennad Lete zo bet krouet ganin hag astennet ganin : fraezh e tiskleir en implijer bezañ perc'henn war ar pennad, ar pezh a zo kontrol da Wikipedia.
Ar re a c'hoari plantañ "h" pe "y" e-lec'h n'eus ket ezhomm n'eo ket gwellaat ar pennad a reont : ne c'hoari ket an implijerien, ne blantont netra, reizhañ a reont, ar pezh a zo diouzh spered Wikipedia ; ezhomm zo, evit doujañ da c'herdarzh an anvioù ha d'ar c'hendivizoù fur a zo bet kemeret gant ar gumuniezh e 2007 ; dek vloaz zo dija ez enebe an implijer ouzh ar c'hendivizoù-se, gwelit aze.
Da reolenn n'eo ket bet votet na ganit na ganin : tagadenn ad hominem, kontrol da Wikipedia ; ur reolenn gendivizet eo, n'eo ket hini Maenruilh ; an implijer n'en doa ket kemeret perzh er votadeg, met sañset eo ober diouzh he disoc'hoù ; e forzh pe gumuniezh demokratel e rank an den doujañ da gendivizoù n'en deus ket votet.
ha n'eo ket reolenn ebet e bed ar brezhoneg : pe "reolenn" ? pe "ved ar brezhoneg" ? Eus anvioù estren ez eus kaoz amañ ; direizh eo klask o "brezhonekaat", chom an tostañ ar gwellañ d'o stumm orin a ranker, ar pezh a zo bet graet gant ar c'hendivizoù reoliata ; nac'hañ a ra an implijer sentiñ outo, en ur glask rediañ ar gumuniezh da blegañ dirak e vennozh-eñ.
C'hoari da boliser a fell dit ober marteze : eil tagadenn ad hominem ; an implijer eo a zo o klask lakaat e bolis da ren.
Tud zo a vez prest da gemer ar vruzunennig galloud a gavont da zastum ha da c'hoari ganti gant goude : trede tagadenn ad hominem ; dres ar pezh emañ an implijer oc'h ober, pa n'eus merour oberiant ebet er Wikipedia brezhonek da herzel ouzh e aheurterezh.
Ma fell dit pinvidikaat ar wikipedia E GWIRIONEZ e c'hallez en prouiñ, o sevel pennadoù e-lec'h klask c'hoari gant ar vazh : pevare tagadenn ad hominem ; meur a bennad zo bet gwellaet gant Maenruilh ; an implijer ne sav pennad ebet, ne ra nemet pigosat er Wikipedia pennadoù a rank bout kempennet gant ar gumuniezh, ar pezh na vir ket outañ a ziskouez un emzalc'h mantrus evel amañ. --90.32.247.83 8 Du 2017 da 13:31 (UTC)
- Komz a rez eus reolennoù wikipedia? Hervez ar reolennoù-se, ma vefe ur vot ne gontfe ket hini un IP... IP oberiantoc'h gant ar flapañ eget gant ober ... Teod hir, dorn berr : anat amañ : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/90.32.247.83 . Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:48 (UTC)
- "ne c'hoari ket an implijerien, ne blantont netra, reizhañ a reont," ... gant un IP n'out ket implijer ... "reizhañ", se zo ur savboent personel, savboent un IP db labour un IP? ... Fent d'ar chas. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:52 (UTC)
- Fentus eo gwelout un IP o kanañ meuleudi da labour "reizhañ" ha "gwellaat" un implijer ... An emveuliñ a ra vad? Gwir eo, ar re all n'ouzont ket labourat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 8 Du 2017 da 14:58 (UTC)
Changes to the global ban policy
Kaozeadeg eus ar 4re sizhunvezh diwezhañ (sizhun 46, bloaz 2017)
13/11/2017 — 19/11/2017
- Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Talvoudus
Ur c'heloù talvoudus : https://www.ouest-france.fr/bretagne/plerin-22190/cotes-d-armor-il-diffame-le-maire-de-plerin-sur-wikipedia-300-eu-d-amende-5382430 Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Du 2017 da 14:22 (UTC)
Eus pelec'h e teu ...
... ar ger laouenek : https://www.google.fr/search?client=opera&q=laouenek&sourceid=opera&ie=UTF-8&oe=UTF-8. kavet e vefe en ul levr bennak? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2017 da 21:56 (UTC)
- Meneget eo e geriadur enlinenn F. Favereau. Ur verb laouenekaat a gaver a-hend-all er geriadur enlinenn Devri. --Llydawr (kaozeal) 26 Du 2017 da 10:11 (UTC)
Kaozeadeg eus an 3de sizhunvezh diwezhañ (sizhun 47, bloaz 2017)
20/11/2017 — 26/11/2017
- Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
New print to pdf feature for mobile web readers
New print to pdf feature for mobile web readers
The Readers web team will be deploying a new feature this week to make it easier to download PDF versions of articles on the mobile website.
Providing better offline functionality was one of the highlighted areas from the research done by the New Readers team in Mexico, Nigeria, and India. The teams created a prototype for mobile PDFs which was evaluated by user research and community feedback. The prototype evaluation received positive feedback and results, so development continued.
For the initial deployment, the feature will be available to Google Chrome browsers on Android. Support for other mobile browsers to come in the future. For Chrome, the feature will use the native Android print functionality. Users can choose to download a webpage as a PDF. Mobile print styles will be used for these PDFs to ensure optimal readability for smaller screens.
The feature is available starting Wednesday, Nov 15. For more information, see the project page on MediaWiki.org.
Trugarez !
CKoerner (WMF) (talk) 20 Du 2017 da 22:07 (UTC)
Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 48, bloaz 2017)
27/11/2017 — 03/12/2017
- Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Wikipedia:Tabula Peutigeriana
Dre fazi ez eo bet adkaset ar pennad Tabula Peuntigeriana (fazi en titl) da Wikipedia:Tabula Peutigeriana (fazi en titl) gant un implijer, e-lec'h e adenvel Tabula Peutigeriana (titl mat) end-eeun, ar pezh en deus degaset pajennoù Kaozeal re.
Hag ur merour pe ur verourez a c'hallfe reizhañ an dra, pa'z eus pajennoù doubl da lemel kuit ? — Lagad Zoltec (kaozeal) 3 Kzu 2017 da 15:10 (UTC)
goulenn yezhadur
Demat deoc'h holl, Benel eo an anv-kadarn displegadenn, ha daoust hag eo reizh skrivañ an zisplegadenn (hervez reolenn ar c'hemmadur dre vlotaat), pe kentoc'h an displegadenn ?
A galon, Melenn14 (kaozeal) 3 Kzu 2017 da 15:15 (UTC)
- Biken ne gavi kemmadur dre vlotaat d goude ar ger-mell : ma sellez en ul levr yezhadur e vo splann. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2017 da 15:22 (UTC)
- https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia:Fazioù_stankañ&action=edit§ion=86 Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2017 da 15:32 (UTC)
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 49, bloaz 2017)
04/12/2017 — 10/12/2017
- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 50, bloaz 2017)
11/12/2017 — 17/12/2017
- Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2017 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h.
IMPORTANT: Admin activity review
Hello. A policy regarding the removal of "advanced rights" (administrator, bureaucrat, etc. ) was adopted by global community consensus in 2013. According to this policy, the stewards are reviewing administrators' activity on all Wikimedia Foundation wikis with no inactivity policy. To the best of our knowledge, your wiki does not have a formal process for removing "advanced rights" from inactive accounts. This means that the stewards will take care of this according to the admin activity review.
We have determined that the following users meet the inactivity criteria (no edits and no log actions for more than 2 years):
- Kadwalan (bureaucrat, administrator)
These users will receive a notification soon, asking them to start a community discussion if they want to retain some or all of their rights. If the users do not respond, then their advanced rights will be removed by the stewards.
However, if you as a community would like to create your own activity review process superseding the global one, want to make another decision about these inactive rights holders, or already have a policy that we missed, then please notify the stewards on Meta-Wiki so that we know not to proceed with the rights review on your wiki. Thanks, Matiia (kaozeal) 25 Meu 2017 da 21:47 (UTC)