Londrez
Gant ar ger London e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelet: London (disheñvelout)
| Londrez | |
|---|---|
Houses or Parliamant |
|
| Riez | |
| Bro | |
| Maer (Mayor) |
Sadiq Khan (mirour) 2016-bremañ |
|
|
|
| Gorread | 1 579 km² |
| Hed | 00° 08' W |
| Led | 51° 30' N |
| Uhelder | 20 m |
|
|
|
| Poblañs hep kontoù doubl |
8 673 713 (2015)[1] |
| Stankter | 5 518 ann./km² |
| Kod pellgomz' | (44) 20 |
|
Kartenn eus Londrez er mare roman |
|
Kêr-benn Bro-Saoz, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo Londrez (saozneg: London /ˈlʌndən/). Lec'hiet eo war riblennoù an Tavoez (Thames) e gevred ar vro; houmañ eo al lodenn binvidikañ eus ar rouantelezh. Tolpet ez eus tro-dro d'ar gêr war-dro 8 milion a annezidi (Londreziz o anv). Rannet eo an tolpad-kêr etre 32 boroughs (= bourc'hioù), mui ar City (Keoded). E penn ar rouantelezh emañ Londrez e meur a savboent. Amañ emañ o chom an unpenn, da lavaret eo ar rouanez (Elizabeth II, hiziv) hag he gouarnamant ha dreist-holl ar c'hambroù, hini ar C'humunioù (the Chamber of Commons) hag hini an Lorded (The Chamber of Lords). Sez ar galloud arc'hant eo ivez p'eo ar City an eil plas goude New York. Porzh pennañ Breizh-Veur eo ivez.
Taolenn
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klaudios Ptolemaios : I, 15, 7 : LONDINI; II, 3, 12 : LONDINIUM, ur polis ar C'hantii; VIII, 3, 6 : LONDINIUM
- AI, 4755 (Iter II) : LONDINIO; 47710 (Iter VII), 47910, 4808 : LUNDINIO
- Ravenna 10650 : LONDINIUM AUGUSTI; 10638 : LANDINI
Enskrivaduroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
JRS, XLIV (1954), 108 : ul lizher eus Rufus Callusini da Epillicus, war un daolenn goad dizoloet e 1927 : LONDINIO
JRS, L, (1960) : 108-11 : LONDINI / AD FANUM ISIDIS : Londrez ... da dempl Isis
Skridoù eus an istor hag eus an Iliz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tacitus, Annales XIV, 33 : LONDINIUM
- Meulbrezegenn VIII, 17, 1, goude J.-K. 297-98, eus Trier ? : OPPIDUM LONDINIENSE
- Sened Arles, goude J.-K. 314 : CIVITATE LONDINIENSI
- Ammianus Marcellinus, XX, I, 3 : LUNDINIUM; XXVII, 8, 7 : ad LUNDINIUM, vetus oppidum quod Augustam posteritas appellavit = kreñvlec'h kozh hag eo bet anvet (Kêr)-Aogust war lec'h; XXVIII, 3, I, I : ab Augusta profectus quam veteres appellavere LUNDINUM = Augusta hag ar re gozh e anaveze Lundinium
- Stephanus of Byzantium, o venegiñ Marsian : LINDONIUM
Ardamezouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| En argant e groaz en gul, ur c'hleze ivez en gul e veg ouzh kab, ouzh konk kentañ |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Distrujet eo bet Londinium (tan ha lazhadeg meur) e-kerzh emsav Boudika.
Tan-gwall bras Londrez a voe un tan-gwall a zistrujas tost razh kêr Londrez adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 5 a viz Gwengolo 1666. An tan a oa bet e-kreiz kêr Londrez dreist-holl e-barzh al lodenn enkelc'hiet gant mogerioù kozh eus mare ar romaned.
Arvezioù sevenadur Londrez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un delwenn Boudika, en arem, eus XIXt kvt
E karterioù poblek Reter Londrez e voe e-pad pell arvezioù ur sevenadur dibar dezhañ e-unan. Eno e voe pergen graet gant un doare luc'haj anvet Cockney, disheñvel-mat diouzh ar saoznek skoueriek.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Londrez he deus diorroet kevelerezhioù gant [2] :
- Berlin
Alamagn (abaoe 2000) - Moskov
Rusia (abaoe 2002) - New York
Stadoù-Unanet (abaoe 2001) - Pariz
Bro-C'hall (abaoe 2001) - Beijing
Sina (abaoe 2006) [3] - Tokyo
Japan (abaoe 2006) - Varsovia
Polonia (abaoe 2006)
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ian Andrew's : Boudicca's Revolt. Cambridge University Press. 1972 / 1980
- A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
- Peter Marsden : Roman London. Thames and Hudson Ltd. London. 1980.
- Ordnance Survey : Londinium. A descriptive map and guide to Roman London. 1980